ar binvidien hag ann dud e karg dont d’ho zikour ; ar reuz-se a hell beza diarbennet enn eur c’houarnamant reizet mad.
Karout a rafenn c’hoaz, eme-z-han, e ve ann dud honest trugarezusoc’h e kever ar re a zo bet prizouniet hag ho deuz great ho amzer. Eleac’h sarra ho dor out-ho, e ve gwelloc’h rei labour d’ezho, evit na zistroint ket d’ho gwall vuez na d’ar feneantiz mammen ann holl c’houallou.
Re hir e ve diskriva penn da benn ar gaozeaden talvouduz-se e oe etre ar C’hont a Chambord hag ann tri micherour. Blamet a oe al labourou sul, ann ehaniou lun, ar vesventi, hag ar c’heleier fall a vez roet evit netra kouls lavarout, hag a zo eur gwir gontam evit ar sperejou, dre ar geier a hadont hep mez ebed enep ann dud a iliz, ann noblanz hag ar rouaned.
Micherourien Paris ha keriou braz all, a gwitaaz Weisbaden d’ann 22 a viz eost. « Gwelit ar garantez, eme unan anezho ; ann ti emedo ar C’hont a Chambord a zo dirag ar gar. Araog pignat er wagonou, e tistrojomp da rei eun taol lagad d’ann doen a c’holoe ann hini a garemp. Ar Prins, var ar memes sonj gan-eomp, en em zalc’he enn he zao var ar c’hae-prenestr (balcon) evit rei d’eomp ha digemerout digan-eomp ar c’himiad diveza. »