Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

ar pez a rea ne oa netra da damallout d’ar roealisted, a oa ar furnez ho devoa diskouezet epad ann emwel, hag enn ho c’homzou, hag enn ho oberiou. Ne oe klevet eno nemet ar pez ho divije lavaret ann holl Fransizien a feiz vad, ma vijent bet enn ho leac’h. Goulennet ha meulet a oe eno, euz ann eil tu hag euz egile, Frankisiou ar vro ha gwiriou ar Roue ; unvaniez etre ann holl Fransizien, hag ar c’heid-ha-keid a bep hini dirak al lezen ha dirak ar c’hargou ; ezomm ebed euz ann diavezidi, pep tra dre ar vro hag evid ar vro. Warlerc’h ann emwel-ze eo e lavaraz ann aotrou Metternik, ministr braz impalaer ann Aotrich, ar c’homzou-ma : « Ann Duk a Vourdel a zo bet difazi enn he gomzou hag enn he oberiou. He evez-mad, he furnez, he spered eeun ha dizaouzan, enn eun tremen-leac’h ken diez, a zo bet meulet gand ann holl. Komzet enn deuz bepred e kentel, ha great en deuz pep tra gand gwiziegez ; lavaret en