ho c’hondaoni. En em gemer a rejont eta ouz ar paperiou-keleier pere ho devoa meulet ar pez a oa tremenet e Bell-grav-skarr ; ha kaset a oent dirak ar breujou braz. En em gemer a rejont ouz ann dud a ioa e karg, evel meared, kuzulierien-parres, ha tud a lez, ha taolet a oent e meaz a garg. En em gemer a rejont dreist pep tra ouz ar pemp kannad a ioa bet e Londrez, ha lakaat a rejont ar gampr da vouezi enn ho enep eun tamall hag a felle d’ezho da henvel namm pe eun tach mezuz. Hogen ne oent ket euruz enn ho venjanz : skrivagnourien ar c’heleier a oe akuiteet gand ar breujou, ann dud torret euz ho c’hargou, a oe meulet hag enoret gant ho farresianed mui eget biskoaz ; hag ar pemp kannad, pere ho devoa great dilez euz ho c’harg, a oe hanvet enn dro gant ho elektourien. Evel-se ann namm mezuz a fellaz da dud ar c’houarnamant da deurel var ar roealisted, a gouezaz var-n-ezho ho-unan. Hag e gwirionez,
Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/164
Neuz