Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —

en deuz, e pep amzer, difennet gant kemend a nerz gwiriou ar rouaned ha gwiriou ar bobl.

« Nevezi a rann d’e-hoc’h, aotrou Chateaubriand, ar gwestl euz va c’harantez gwirion.

» Herri. »

Antronoz ann aotrou Chateaubriand a responte dre al lizer-ma :

Loundrez ar 5 a viz kerzu, 1843.

» Aotrou Prins,

« Ar stad a ziskouezit ober ac’hanoun em digolfe euz va holl zrouk-euriou. Hogen ar c’homzou a gavann enn ho lizer a zoug muioo’h eget karantez em c’henver, eur bed all eo a zizoloont d’am daou-lagad, eur bed nevez eo en em ziskouez da Vro-C’hall.

« Saludi a rann gant daelou a levenez ann amzer euruz a ziouganit d’e-omp. C’houi dinamm e pep tra, c’houi da behini na helleur ober ken rebech nemet ma ’z oc’h mab bihan da Zant Loeiz, ha na ve eta nemet-hoc’h-hu a wall-euruz etouez ar iaouankisiou a dro ho daoulagad var-zu enn hoc’h ?

« Lavarout a rit d’in penaoz, eurusoc’h eged-hoc’h ez ann da welout adarre Bro-C’hall : eurusoc’h eged-hoc’h ! hen-nez, hep mui ken, eo ar rebech a hell ho kaloun ober d’ho mamm-bro. Nann, Prins, n’hellann ket beza euruz epad ma viot er boan. Nebeud amzer a joum gan-en da veva, va c’honfort eo kement-se. Ann hardisiegez