Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

war-nugent a viz here 1839 e tigouezjont er gear a Rom.

Eun dro ken hardis ha ken ijinus a ra enor da spered Herri, hag a ziskouez e oar mad kas eun dra da benn, pa ve ar gwir hag al lealded enn tu gant-han. Ann dervez ma tigouezaz ann Duk a Vourdel e Rom, ann Duk a Levis a skrivaz d’ar c’hardinal Lambruschini, ministr braz ar Pab, evit rei d’hezhan da anaout edo ar Prins e kear. Ar ministr karget neuze a gefridiou, o welout eul lizer skrivet e Rom, hel lekeaz a gostez hep he zigeri dioc’h-tu. Den ebed na oa e gortoz gwelout ann Duk a Vourdel e Rom. Ar c’hardinal Lambruschini en devoa memes lavaret a gren da gannad Bro-C’hall ne vije ket deuet ar Prins d’ann Itali. Hag ar c’hannad, pehini a oa neuze ann aotrou Latour-Maubourg, en devoa en em hastet da gas ar c’helou mad-se d’he c’houarnamant. Evel-se epad ma errue ar Prins e kear-benn ar gristeniez, eur rumm dud en em laouenee e kear-benn he vro, en eur lavarout ann eil d’egile : Ne d-ai ket, ned-ai ket. Hag ann aotrou Guizot en em vugade dirak kampr ar gannadet o lavarout : « Gwelit petra omp, mab bihan Loeiz XIV na hell ket ober eur gammed dre ann Europa pa gomzomp. »

Koulskoude ar vrud a ie dre Rom e oa ann Duk e kear. Eun den o veza eat da welout ar c’hardinal Lambruschini, a lavaraz d’ezhan : « Ac-han-ta, chetu ann Duk a Vourdel enn hor c’hreiz. » Ar c’hardinal o vousc’hoarzin, a respountaz : « Eun all a gemerit evit-han, kredit mad penaoz ann Duk a Vourdel a zo hirio enn deiz sioul ha dibreder enn Alamagn e