Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

siou. Ann digarez-se a oe roet, mes ar wirionez a oa, e rea poan galoun d’ann dud a rene e Paris klevout komz euz a valeadennou ann Duk a Vourdel, hag euz ar stad a reat anezhan e pep leac’h. Gwelout a reant o vont e dismantr ar gwall-vrud ho devoa hadet, hag he felle d’ezho mirout da vihana n’en em ziskouezje ar Prins dirak daoulagad he gen-vroiz er gear a Rom. Ann impalaer a anaie mad awalc’h digareziou ha menosiou kuzet gouarnamant Bro C’hall, hag evel ma kave he vad o kenderc’hel ar peoc’h etre ann diou vro, e roaz he c’her na lezje ket ann duk a Vourdel da vont er meaz euz he stadou ; hag ann Aotrou Meternik, ministr ann impalaer a reuzaz tremenhent d’ar prins iaouank da vont d’ann Itali.

Euz eur pers all, ann Duk hag ann Dukez a Angoulem na welent ket gant re a blijadur ho niz o vont keid all hep aotreadur an Impalaer ; o veza ma oant kred ha gward evit-han, ho devoa aoun na vije c’hoarvezet eur wall dro bennak gant-han, koulskoude evel ma welent en devoa Herri kals da c’hounit oc’h ober ar veach-se, e rojont d’ezhan ho grat-vad. Kredi a reant e gweled ho c’haloun ne vije ket eat, pa na felle ket d’ann Impalaer. Tud ar c’houarnamant ivez a grede ne vije ket eat, pa na felle ket d’he dud, ha na daoljont ket evez braz var-n-ezhan. Herri a welaz eun hent digor e kreiz etre ann diou fisians-se, hag a dremenaz eeun-hag-eeun dre-z-han. Ret a oa dispak buan ha beachi prim, ar pez a oe great. Kemer a reaz gant-han eur mevel hep ken hag ann Duk a Levis. En em rei a reaz evit niz ann Duk a Levis, he baperiou hent a oe roet d’ezhan var ann hano-ze, ha d’ann eiz