Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





SKRITURIOU SAKR.


————


GENES,


PE


LEVR AR C’HENELIEZ.


————
PENNAD I.


KROUIDIGEZ AR BED.


Euz ar bed bloaz 1. — Araok Jezuz-Krist 4004.


1. Er penn kenta Doue a grouaz ann env hag ann douar.

2. Hogen ann douar a oa diaoz ha noaz ; hag ann denvalijen a oa war c’horre ann dounder ; ha spered Doue en em zalc’he war ann douriou.

5. Ha Doue a lavaraz : ra vezo great ar sklerijen. Hag e oe great ar sklerijen.

1. Ha Doue e welaz e on mad ar sklerijen, hag a zispartiaz ar sklerijen diouc’h ann denvalijen.

5. Hag e hanvaz ar sklerijen deiz, hag ann denvalijen noz ; hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ann devez kenta.

6. Doue a lavaraz ivez : ra vezo ann oabl e kreiz-etre ann douriou, ha ra zispartio ann douriou diouc'h ann

douriou.

1