7. Ha Doue a reaz ann oabl, hag a zispartiaz ann douriou a oa izelloc’h eged ann oabl diouc’h ar re a oa dreist ann oabl. Hag e oe great evel-se.
8. Ha Doue a hanvaz ann oabl, env ; hag ann abardaez hag at mintin a reaz ann eil devez.
9. Doue a lavaraz c’hoaz : ra vezo dastumet enn eul leac’h ann douriou a zo dindan ann env ; ha ra en em ziskouezo ar zeac’h. Hag e oe great evel-se.
10. Ha Doue a hanvaz ar zeac’h, douar ; hag ann douriou dastumet enn eul lod, mor. Ha Doue a welaz e on mad kement-se.
11. Hag a lavaraz : ra zougo ann douar geot glaz, ha pep geoten he had ; he gwez-frouez hag a daolo pep hini diouc’h he seurt ; ha pep frouezen ha zougo he had enn-hi evit kellida adarre[1] war ann douar. Hag e oe great evel-se.
12. Ann douar a daolaz eta geot glaz, pere a zouge ho had, pep hini diouc’h he seurt ; ha gwez-frouez, pep frouezen o kaout enn-hi he had hervez he rumm. Ha Doue a welaz e oa mad kement-se.
13. Hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ann trede devez.
14. Hogen Doue a lavaraz : ra vezo korvou goulaouek e bar ann oabl, evit dispartia ann noz diouc’h ann deiz, ha servichout da verka ann amzeriou, ann devesiou hag ar bloavesiou.
15. Ra c’houlaouint e bar ann oabl, ha ra skleraint
ann douar. Hag e oe great evel-se.
- ↑ Ar geriou skrivet gant lizerennou italik, n’emaint ket ebarz ar skritur ; lekeat int, pa eo bet red, evit rei da glevout gwelloc’h petra lavar ar c’homzou sakr.