Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
LEVR AR C’HENELIEZ.


15. O veza great diou vanden euz he vrezelidi, e saillaz war ann enebourien e-pad ann noz, hag ho zrec’hi hag ho foursu a reaz beteg Hoba, pehini a zo enn dorn-kleiz da Zamaz.

16. Digaz a reaz enn dro gant-han ann holl draou ho devoa preizet, he vreur Loth gant he holl vadou, ar merc’hed hag ar bobl.

17. O tistrei d’ar gear, goude beza peur-c’hreat gant Kodorlahomor, hag gant ar rouaned all a oa gant-han e traounien Save, galvet ivez traounien ar roue, e kavaz roue Sodom deuet war he arbenn ;

18. Ha Melkisedek roue Salem, (Jerusalem) pehini o kenniga e sakrifis bara ha gwin, rak belek e oa da Zoue holl c’halloudek :

19. A vennigaz Abram enn eur lavarout : benniget ra vezo Abram gant ann Doue holl c’halloudek, pehini en deuz krouet ann env hag ann douar.

20. Ha benniget ra vezo ann Doue holl c’halloudek, gant skoazel pehini eo kouezet hoc’h enebourien etre ho taouarn. Hag Abram a roaz d’ezhan ann deok euz ar preïzou.

21. Hogen roue Sodom a lavaraz da Abram : Ro d’in ann dud, ann traou all, kas-ho gan-ez.

22. Abram a respontaz d’ezhan : Sevel a rann va dourn dirak ann Aotrou-Doue holl c’halloudek, perc’hen ann env hag ann douar,

23. Penaoz adalek ann distera neuden beteg eunn ere-boutou, ne gemerinn netra a gement a zo d’id, evit na livirit ket : pinvidikeat am euz Abram.

24. Ne gountann ket ar pez ho deuz debret va faotred, nag ar pez a zo dleet d’ann dud a zo deuet gan-en, Aner, Eskol ha Mambré : ar re-ze a hell kemerout ho lod.