6. Hag ar C’horeed e menesiou Seir, betek plenennou Pharan pehini a zo ebarz ar gouelec’h.
7. Distrei a rejont war ho c’hiz, hag e teujont da feunteun Misphat, pehini eo Kades, hag e wall-skojont holl vro ann Amalesited hag ann Amorrheed pere a choume e Asasonthamar.
8. Neuze roue Sodom, ha roue Gomorrh, ha roue Adama, ha roue Seboina, hag ivez roue Bala pehini eo Segor, a zeuaz da ober brezel d’ezho, hag a renkaz ho zoudarded evid ann emgann, e traonien ar c’hoajou.
9. Me lavar : da ober brezel da Godorlahomor roue ann Elamiled, da Dadal roue ar boblou a ziaveaz, da Amraphel roue Sennaar, ha da Ariok roue ar Pont : pevar roue enep pemp.
10. Hogen e traonien ar c’hoajou e oa kals a bunsou bituma. Evel-se roue Sodom hag hini Gomorrh a droaz kein hag ho zud a gollaz ho buez eno ; ar re a hellaz achap kuit, a dec’haz war eur menez.
11. Ar pevar roue gounedeien a gasaz gant-ho holl binvidigeziou Sodom ha Gomorrh, hag ann holl draou gant pere e vevent, hag en em dennaz kuit.
12. Kas a rejont gant-ho Loth he-unan, mab da vreur Abraham, gand he holl vadou, rak o choum edo e Sodom.
13. Eunn den achapet diouc’h ar reuz a zigasaz kelou a gement-ze da Abram hebread, pehini a choume e traonien Mambre Amorrhead, breur da Eskol ha da Aner, rak ho zri ho devoa great kevredigez gant Abram.
14. Abram, o veza klevet edo he vreur Loth prizounier, a zilennaz tri c’hant-triouec’h euz he wella servicherien, holl ganet enn he di, hag ha boulzaz war lerc’h ar pevar roue bete Dan.