he iaouankiz ; evel-ze na skoinn mui hiviziken ann holl draou veo evel ma’m euz great.
22. E-keid ha ma pado ann douar, ann haderez hag ann eost, ar ienien hag ar c’hroez, ann hanv hag ar goanv, ann noz hag ann deiz a zeui ann eii war lerc’h egile hep ehan ebed.
Ar vran pehini a ie divar ann arc’h d’ar gaignou, ha diouc’h ar gaignou d’ann arc’h, hep morse mont tre enn hi, a zo skeuden pe imach ar pec’her paour, touellet gant traou ar bed. He ene sebeliet e-barz ar c’hik en em vag laouen ha jastren euz a blijadurezou ann douar, hag euz ar madou terrien pere ne d-int nemet poultr ha breinadurez ; hep sonjal, siouaz d’ezhan ! Nag e Doue pehini en deuz hel lekeat war ann douar, nag er madou spiritual pere a dle beza he wir vagadurez. Ar seurt tud-ze a vez gwelet a-wechou war c’horre ann arc’h ; da lavarout eo, dont a reont a gorf d’ann ilis, d’ar goueliou braz, pe da eur mision bennak ; ho enor ha gounidou ho stad a c’houlenn alies kement-ze digant-ho ; hogen n’ez eont morse e-barz ann arc’h ; ne gemeront na spered Doue, nag he garantez ; distrei a reont a-darre d’ar vreinadurez euz ar pec’hed, evel ar vran d’he gaignou fleriuz.
Ar goulm a-vad, a zo skeuden ann eneou glan ha santel, pere dalc’het dre ho stad da vont e-touez ann dud, ha d’en em emelout ouc’h traou ar bed, ne gavont nep tu e peleac’h paoueza. Traou ar bed hag he blijadurezou difennet a zo fank ha bouillen evit-ho, ha na oufent bikenn choum da ziskuiza war-n-ezho. Hast ho deuz ato da zistrei d’ann arc’h, d’en em gavout gand Doue ha gant ho c’houstianz, ha d’en em lakaat a-darre etre daouarn ar gwir Noe, pehini eo Jezuz-Krist ho Zalver hag ho c’honfort muia karet.
Taolomp evez c’hoaz war relijion hag anaoudegez-vad ann den santel Noe. Achapet euz a eur reuz ken efreizuz, he genta preder eo trugarekaat, dre ar beden ha dre eur zakrifis, ann