13. Er c’hiz-ze d’ar bloaz c’houec’h kant unan euz a vuez Noe, d’ar miz kenta ha d’ann devez kenta euz ar miz (miz gwengolo,) ne oe mui a zour war ann douar ; ha Noe, o tigeri lein ann arc’h, a zellaz hag a welaz e oa seac’h gorre ann douar.
14. D’ann eil miz, d’ar seiz devez war-n-ugent euz ar miz, (trizekved a viz du) ann douar a oe ker seac’h ha biskoaz.
15. Hogen Doue a gomzaz ouc’h Noe, enn eur lavarout :
16. Deuz er meaz euz ann arc’h, te ha da c’hreg, da vipien ha gragez da vipien.
17. Ann holl anevaled a zo gan-ez, euz a bep seurt, ken laboused ken loened, hag ann holl draou pere en em stlej hag a ruz war ann douar, gra d’ezho dont er meaz gan-ez, ha deuit war ann douar, kreskit hag eleizit war-n-ezhan.
18. Noe eta a zeuaz er meaz euz ann arc’h, gant he dri vap, he bried, ha priejou he vipien, (d’ann drizek a viz du) eur bloaz ha dek devez goude ma oe eat enn-hi.
19. Hag ann holl anevaled, ken gouez ken don, hag ar loened en em stlej war ann douar hervez ho seurt, a zeuaz er meaz euz ann arc’h.
20. Hogen Noe a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou Doue : hag o kemer lod euz ann holl anevaled hag euz al laboused neat, e reaz gant-ho eur zakrifis da Zoue war ann aoter.
21. Hag ar zakrifis-ze a oe da Zoue evel eur c’houes euz ar re wella, ha Doue a lavaraz : ne roinn mui va malloz d’ann douar dre ’n abek d’ann dud ; rak spered ann den ha sonjezonou he galoun a zo douget d’ann drouk a-dalek