Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
LEVR AR C’HENELIEZ.


19. Ann dour a zavaz huel meurbed war ann douar ; hag ann huella menesiou a zo dindan bolz ano env, a oe holl goloet.

20. Ann dour a zavaz pemzek illinad huelloc’h eget ar menesiou en devoa goloet.

21. Ha distrujet a oe kement tra en devoa kik, hag a finve war ann douar, laboused, anevaled, loened gouez, ann holl loened stlej en em ruz war ann douar ; ann holl dud.

22. Ha kement tra en deuz buez war ann douar a varvaz.

23. Ha Doue a zismantraz ann holl draou krouet war ann douar, a-dalek ann den beteg al loen ; al loen stlej koulz ha laboused ann env, holl e oent dismantret divar ann douar ; hogen Noe hep ken a choumaz hag ar re a oa gant-han enn arc’h.

24. Hag ann douriou a c’holoaz ann douar epad kant hanter-kant devez. (Pemp miz.)


————


SKLERIDIGEZ.


Ann tadou santel ho deuz ato kemeret arc’h Noe evit eur skeuden hanad euz ann iliz katholik, er meaz a behini na hell den beza salvet. Ann arc’h a zo great gant koat, ha dre ar c’hoat-ze eo en em zaveteet diouc’h ann dour diluch ; ann iliz a zo savet war groaz Jezuz-Krist, ha dre ar wezen-ze a vuez eo e teu d’en em zavetei. Mont a reat enn arc’h dre ann nor great enn he c’hostez ; mont a rear enn iliz katholik dre gostez Jezuz-Krist digoret gant eunn taol goaf, hag euz a behini e tiredaz dour ha goad, simbol ar zakramanchou. Simbol ar vadisiant ispicial, euz a behini ann dour santeleet dre zellidou hor Zalver hor gwelc’h, hag hor gra bugale d’ann iliz.

Ann anevaled a bep seurt dastumet enn arc’h euz a dost