Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
LEVR AR C’HENELIEZ.

arc’h ; par ha parez, hervez ma en devoa gourc’hemennet ann Aotrou-Doue da Noe.

10. Ha pa oe tremenet ar seiz devez, ann dour diluch a zizac’haz war ann douar.

11. Er bloaz c’houec’h kant euz a vuez Noe ; d’ann eil miz euz ar bloaz, ha d’ar seilekved devez euz ar miz, (da lavarout eo, er bloaz, 1656 goude krouidigez ar bed, ha 2348 a-raok Jezuz Krist, d’ann eizved devez a viz ker-zu), mammennou ar mor braz a darzaz holl, ha sklusiou ann env a zigeraz.

12. Hag ar glao a daolaz war ann douar e pad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez.

13. Kerkent ha ma c’houlaouaz ann deiz-ie, Noe en em dennaz enn arc’h gand he dri vab, Sem, Kam ha Japheth ; gand he c’hreg ha teir greg he vipien.

14. Ha gant-ho ann holl anevaled hervez ho rumm, ann holl loened don enn ho rumm, ha kement tra a finv war ann douar enn he rumm ; kement a nich hervez ho rumm, ann holl laboused ha kement en em zav enn ear.

15. Mont a rejont enn arc’h da gavout Noe daou-ha-daou euz a gement tra a ioa kik hag a oa buez enn-han.

16. Al loened a ieaz eta e-barz ann arc’h, a oa par ha parez, euz a gement seurt a zo, hervez ma en devoa Doue gourc’hemennet da Noe, hag ann Aotrou-Doue he-unan a zarraz ann nor war-n-ezhan euz a ziaveaz,

17. Hag ann diluch a gouezaz epad daou-ugent devez war ann douar ; hag ann douriou a greskaz, hag a zavaz ann arc’h war laëz diwar ann douar.

18. Rak dic’hlaigna a rejont spountuz, ha golei a rejont pep tra war ann douar ; hogen ann arc’h a oe douget war ann douriou.