ann taol kaer-ze, evit diskouez d’ezho pegeit ez ea he garantez enn ho c’henver. Hervez ar greden-ze Lamek a ve tad ar Barzed ; o veza savet eur zon d’he ziou c’hreg war varo he geverer.
Doue goude beza amprouet dre gemend a walleuriou vnuelded Adam hag Heva, hag ho doujanz dlie volontez santel, a aotreaz d’ezho eleac’h Abel eur mab all hanvet Seth, galvet da veza penn-kef al lignez santel-ze a behini e tlie diskenn ar Batriarched, ar Bropheted, hag enn divez Salver ar bed. Evel-se, eme ar skritur, Enos he vab hena en em lekeaz ar c’henta da zastum ann dud n’ho devoa ket c’hoaz kollet doujanz Doue, evit meuli ha pedi Doue war eunn dro, dre lidou kaer ha great dirag ann holl.
1. Chetu ama lignez Adam, a vab hena da vab hena beteg Noe[1]. Enn devez ma krouaz Doue ann den, Doue her greaz diouc'h he henveledigez.
2. Ho c’hroui a reaz goaz ha maouez ; ho benniga a reaz, ha rei a reaz d’ezho ann hano a Adam, enn devez ma oant krouet.
3. Hogen Adam d’ann oad a gant tregont vloaz a engehentaz diouc’h he skeuden ha diouc’h he henveledigez hag a roaz d’he vab ann hano a Seth.
4. Goude beza engehentet Seth, Adam a vevaz eiz kant
- ↑ Ebarz ar skritur ar mab hena ne d-eo ket ato ar mab kenta-ganet ; hogen ann hini da behini eo bet roet ar gwir a henanded, kollet gand ar mab kenta enn eur fesoun bennag.