Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
LEVR AR C’HENELIEZ.

vloaz, ha beza en devoe bugale all, mipien ha merc’hed.

5. Hag holl vuez Adam a oe nao c’hant tregont vloaz, hag e varvaz.

6. Seth ivez, d’ann oad a bemp ploaz ha kant, a engenhentaz Enos.

7. Goude beza engehentet Enos, Seth a vevaz eiz kant seiz vloaz.[1]

8. Hag holl vuez Seth a oe nao c’hant daouzek vloaz. hag e varvaz.

9. Enos, d’ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, a engehentaz Kaïnan.

10. Goude genivelez Kaïnan, Enos a vevaz eiz kant pemzek vloaz.

11. Hag holl vuez Enos a oe nao c’hant pemp ploaz, hag e varvaz.

12. Kaïnan ivez, d’ann oad a zek vloaz ha tri-ugent, a engehentaz Malaleel.

13. Ha goude beza engehentet Malaleel, Kaïnan a vevaz eiz kant daou-ugent vloaz.

14. Hag holl vuez Kaïnan a oe nao c’hant dek vloaz, hag e varvaz.

15. Malaleel, d’ann oad a bemp ploaz ha tri-ugent, a engehentaz Jared.

16. Goude beza engehenlet Jared, Malaleel a vevaz eiz kant tregont vloaz.

17. Hag holl vuez Malaleel a oe eiz kant pemzek

vloaz ha pevar-ugent, hag e varvaz.

  1. Seth, Enos, Kaïnan hag ann Huel-Dadou all, hanvet ama, ho devoe bugale all oc’hpenn eget ho faotred hena ; ar skritur a lavar euz a bep hini anezho ar pez a zo lavaret euz a Adam er wersad 4 : Ha beza en devoe c’hoaz mipien ha merc’hed.