Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
LEVR AR C’HENELIEZ.

ar c’hrouadur diwar fount ar vadisiant, neuze dreist holl oe e tle eur vamm gristen meuli ha trugarekaat ann Aotrou Doue da veza roet d’he bugel eur c’henivelez all prizusoc’h eget fouez ar c’horf ; genivelez spiritual ann ene, dre behini eo deuet da veza krouadur da Zoue ha d’ann ilis, heritour euz a rouantelez ann env.

Profou Kaïn hag Abel a zesk d’e-omp ez euz bet great offransou ha sakrifisou da Zoue abaoue derou ar bed. Ann endalc’h da westla da Zoue ar prividiou euz ar pez hon euz, a zo diazezet war ann anaoudegez-vad ha war ar garantez a dleomp d’ezhan, evel d’hor c’hrouer, d’hor madoberour, ha d’hor mestr dreist holl. Ann endalc’h da zakrifia d’he wir pe d’he justis, a zeu euz a bec’hed ar wenn. Maro vijemp evel ma hor boa dellezet, panevet ma en em gennigaz Map Doue da gred evid-omp. En em garga a reaz da vervel enn hol leac’h, ha Doue a espernaz ac’hanomp. Neuze marteze eo e c’hourc’hemennaz Doue da Adam ha d’he lignez ober d’ezhan sakrifisou, pere a zigasje sonch d’ann dud euz ar maro ho devoa dellezet ; ha sonch er memez amzer euz a zakrifis Map Doue pehini na dlie c’hoarvezout nemet pevar mil vloaz goude ar pec’hed orijinal.

Sakrifiet eo bet Map-Doue war Menez Kalvar, mil eiz kant vloaz so, ha Doue na zell mui ouc’h sakrifis ebed nemet ouc’h hini ann oferen e pehini e kendalc’h hag eo nevezet bemdez sakrifis ar groaz. Dalc’het omp eta da lakaat lavarout ann oferen zantel evid anaout aotrouniez Doue war-n omp ; evid he drugarekaat euz he vadoberiou, evid gwelc’hi hor pec’hejou ha tenna d’e-omp he c’hrasou.

Ar c’hemm a lekeaz Doue e-tre sakrifisou ann daou vreur a zesk d’e-omp al lealded hag ann eeunder a galoun a dleomp da gaout, mar fell d’e-omp e plijfe hor profou da Zoue. Kaïn trec’hed gand ar warizi, na gare ket he vreur, na dre-ze ann Aotrou Doue ken nebeut ; ne gennige da Zoue eta nemet ann traou displeta euz he vadou, ha Doue na zellaz ket ouz he zakrifisou. Abel a-vad a zakrifie gant karantez ha gant joa ar re wella euz he zenved, ha Doue a siskouezaz enn eur fesoun bennak e tigemere mad he zakrifisou. War gement-ze erez Kaïn na reaz nemet kreski. Doue he-unan a glaskaz gwellaat d'ar galoun ze gouliet dre ar warizi : Perak e kerzes-te, da benn