Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
LEVR AR C’HENELIEZ.

24. Seiz gweach e vezo tennet venjanz euz a varo Kain, hogen hini Lamek a vezo venjet dek ha tri-ugent gweach seiz gweach.

25. Adam a anavezaz ivez c’hoaz he bried, pehini a c’hanaz eur mab, hag hen hanvaz Seth, enn eur lavarout : roet en deuz Doue d’in eur mab all e leac’h Abel lazet gant Kain.

26. Hogen eur mab a oe ganet ivez da Seth, hanvet a oe gant-han Enoz : hen-nez a oe ar c’henta oc’h azeuli gant lid da hano ann Aotrou.


————


SKLERIDIGEZ.


Ar pec’hed orijinal azoug he frouez ; frouez a welvan hag a varo ! Heva a zo dougerez, gouzanv a ra war dao ha gant vuelded ar poaniou inouuz, hag ann ankeniou braz da bere eo bet kondaonet, hag en em zavetai a ra er c’hiz ze, hervez komzou ann abostol Sant Paol. Gwilioudet euz he map kenta, e sav he c’haloun hag he divreac’h etrezeg ann env, enn eul lavarout : bet am euz eunn den a drugare Doue ! Skouer kaer d’ar mammou kristen, hag heuliet gant kalz a c’hragez santel ; ispisial gant mamm Sant Bernard. Kerkent ha ma en em gave brazez, e westle da Zoue he frouez, hag e pede bemdez evit ma en divije ann eur da gaout ar vadisiant. Gwilioudet, e kennige da Zoue he c’hrouadur enn eul lavarout : « D’e-hoc’h eo, va Doue, mui eget d’in, rak c’houi hoc’h euz he grouet em c’hof-lez, n’oufenn gouzout penaoz. » Pa zistro