Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
LEVR AR C’HENELIEZ.


PENNAD L.


Enterramant Jakob — Maro Joseph.


(Euz ar bed 2274.— Araok J. K. 1730.)


1. Jozeph o welout he dad maro, en em strinkaz war he zremm enn eur wela, hag enn eur boket d’ezhan.

2. Hag a reaz urz d’ar vedisined a oa enn he zervich, da valzami he dad gant louzeier c’houes-vad.

3. Ober a rejont hervez ma oe gourc'hemennet d’ezho ; ar pez a badaz daou-ugent devez ; rak ar c’hiz a oa da lakaat ann hed-amzer-ze da valzami ar c’horvou maro : hag ann holl Ejipt a zougaz kanv da Jakob e-pad dek devez ha tri-ugent.

4. Ha pa oe tremenet kmzer ar c’hanv, Jozeph a gomzaz ouz ofiserien Pharaon evel-henn : Mar em euz kavet trugarez dira-z-hoc’h, livirit da Pharaon,

5. Penaoz va zad en deuz great d’in toui d’ezhan enn eur lavaront : Chetu me o vont da vervel : va besia a reot ebarz ar bez am euz kleuzet evid-oun, e douar Kanaan. Mont a rinn eta, besia a rinn va zad, hag e tistroinn raktal.

6. Pharaon a respontaz d’ezhan : It, ha besiit ho tad, hervez al le hoc’h euz great.

7. Pa bignaz Jozeph da vro Kanaan, ar re gosa eveuz ofiserien palez Pharaon, hag ann dud enorusa euz ann Ejipt a ieaz gant-han ;

8. Holl dud he di ivez, hag he vreudeur ; na choumaz e douar Jesen nemet ar vugale vihan, ann denved hag ar zaout.