Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221
LEVR AR C’HENELIEZ.

ha digabestr. Ann azenez war behini e pignaz ivez, a skeudenne ar Juzevien, boazet dija da zougen ar beac'h pouner euz al lezen goz. Staget en deuz ann azen ouc’h he winien, enn eur c'hounit ar baianed d’he relijion, staga a rai ivez ann anezez, pa zeui ar Juzevien da zistrei d’ar feiz gristen a-barz fin ar bed, ha da ober gan-e-omp ar memes bobl hag ar memes Iliz.

Map Doue, oc’h en em ober den, en devoa en em c’holoet euz hor pechejou-ni, evel euz a eur vantel euzuz ; hag ar vantel-ze, he gwelc’het en deuz enn he c’hoad, war menez Kalvar. Pa’z omp bet badezet, eme Sant Paol, hon euz en em wisket euz a Jezuz-Krist evel euz a eur zae nevez ; hag ar zae-ze a welc’homp ivez e-barz ar gwin, da lavarout eo, e goad sakr hor Zalver, dre zakramant ar binijen, hag ispisial dre zakramant ann aoter, e pehini e tigemeromp hon Doue, dindan ar spesou a vara hag a win. — He zaoulagad kaeroc’h eget ar gwin, eo sklerijen ann aviel pehini a red dre ar bet evit he barea, evel eur gwin kre ha mad dre c’houliou ar Samariten. Hag he zent gwennoc’h eget al leaz, a zo komzou ann aviel pere a glever euz a c’henou ann ebestel hak ar veleien all, glan ha neat a bep fazi, kré ha stard evel dent iac'h ha gwenn-kan e genou tud iaouank-flamm.

Re hir a ve lakaat ama ann holl brederennou ho deuz great ann Tadou Santel war ann traou misteriuz a lavaraz Jakob d’he vugale all ; ispisial d’he vap Jozeph. Achuomp dre ar pez a lavaraz da Venjamin : Benjamin bleiz skraper, etc. Sant Aogustin a zonj d’ezhan e selle ar brofesiez-ze ouc’h Sant Paol. Saol, eme-z-han, savet euz a vreuriez Benjamin, a zo bet, er penn kenta euz he vuez, eur bleiz skraper. Taga ha dismantra a reaz denved Jezuz-Krist, ken na oe skoet war hent Damaz, ha chenchet enn eunn taol, dre ann touch euz ar c’hras. Deut eo neuze da veza nann hep ken eunn oan dous hag hegarat, mes c'hoaz eur mesaer tener hag evesiant da dropellou he vestr divin, ha rannet en deuz gant-ho ar sklerijen vraz hag ar grasou dispar en devoa euz ann env. Pebez enor d'ar zant braz-ze beza bet diouganet evel he vestr, tost da zeitek-kant vloaz a-raok he c’hinivelez ?


————