Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
LEVR AR C’HENELIEZ.



SKLERIDIGEZ.


Breudeur Jozeph tamallet e gaou da veza laeret hanaf ar gouarnour, hag ho kredi ferm ez eant da veza gwanet divar benn kement-ze, a lavaraz etrez-ho : Doue en deuz kavet fallagriez he zervicherien ; da lavarout eo, kastizet omp, nann abalamour d’al laeronsi-ze euz a behini omp divlamm awalc’h, mes abalamour da bec’hejou all anavezet mad gant Doue. Ann anzao-ze euz ho ferz a zigas sonj d’e-omp euz a eur wirionez pehini hon euz amprouet meur a weach marteze. Eunn drouk a rear ; n’e d-eo anavezet gant den ; Doue he-unan a c’hortoz ha na c’houlenn ket a gount war al leac’h ; mes ha choum a rai ann drouk-ze hep kastiz ebed ? Salokraz ; abred pe zivezad gwir Doue en devezo he dro. Pa’z omp eta tamallet e gaou, ha kastizet evit eunn drouk ha n’hon euz ket great, diskennomp enn hor c’houstianz, hag e kavimp peur-vuia ar penn-abek a gement-ze enn hor buez tremenet. Drouk ebed na choum digastiz.

Jozeph enn eur lakaat eunn tammik stard war he vreudeur, a felle d’ezhan gouzout hag hi ho devoa kaz pe warizi ouc’h Benjamin, evel ma ho devoa gweachall out-han he-unan. Ho dremm melkoniet, ho c’homzou kalounek evit he zavetei, hag ispisial ann aoun ho devoa da ober nec’h d’ho zad, ha da rei d’ezhan taol ar maro, a brouvaz awalc’h d’ezhan ne oant mui ar pez a oant gweachall. N’e felle netra kent da Jozeph, mont a ra d’en em rei da anaout.




PENNAD XLV.


Jozeph en em ro da anaout d’he vreudeur.
(Euz ar bed 2298. — Araok J.-K. 1706;)


1. Jozeph na helle mui en em zerc’hel, ha kalz tud a oa war al leac’h ; rei a reaz eta urz d’ann holl da vont er meaz, evit na vije ermeziad ebed gant-ho, pa zeuchent d’en em anaout.