Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
LEVR AR C’HENELIEZ.


2. Neuze, ann dour enn he zaoulagad, e savaz he vouez, enn hevelep fesoun ma oe klevet gant ann Ejiptsianed, ha gand ann holl dud euz a balez Pharaon.

3. Hag e lavaraz d’he vreudeur : Me eo Jozeph ; va zad, ha beo ef-hen c’hoaz ? He vreudeur n’hellent respont netra gant ann estlamm hag ar spount.

4. Mes Jozeph, gand eunn dremm dous ha mad, a lavaraz d’ezho : Tostait ouz-in. Ha pa oant deuet enn he gichen, e lavaraz c’hoaz : Me eo Jozeph, ho preur ho poa gwerzet da vont d’ann Ejipt.

5. N’ho pezit ket aoun ha na gemerit ket a gaz ouz-hoc’h ho-unan dre ma hoc’h euz gwerzet ac’hanoun da zont d’ar vro-ma, rak evit ho savetei eo en deuz Doue ma digaset d’ann Ejipt enn ho raok.

6. Chetu dija daou vloaz abaoue ma eo deraouet ar gernez dre ar bed, pemp bloaz all a choum c’hoaz, e-pad pere n’e vezo gallet nag arat na medi.

7. Doue en deuz ma digaset ama enn ho raok evit ho kenderc’hel er bed-ma, hag evit ma ho pije peadra da veva.

8. Ne ket ar pez hoc’h euz great eo en deuz ma digaset ama, mes ioul Doue, pehini en deuz great ac’hanoun, evel pa lavarfenn, tad da Pharaon, mestr war he holl diegez, ha prins war ann Ejipt penn-da-benn.

9. Hastit buhan ha pignit da gavout va zad, ha livirit d’ezhan : Chetu petra a gemenn d’ehoc’h ho map Jozeph : Doue en deuz va lekeat da vestr war holl vro ann Ejipt, diskennit daved-oun, na zaleit ket.

10. Hag ez eot da choum e douar Jesen, hag e viot em c’hichen, c’houi, ho pugale, ha bugale ho mipien, ho tenved, hag ho saout, ha kement mad hoc’h euz.

11. Me ho mago eno, (rak choum a ra c’hoaz pemp