Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
191
LEVR AR C’HENELIEZ.


4. Mar fell d’e-hoc’h eta hel lezel da vont gan-e-omp, ez aimp kevret, hag e prenimp d’e-hoc’h ar pez a zo ezomm.

5. Hogen, ma na fell ket d’e-hoc’h, ne d-aimp ket ; rak ann den-ze, evel hon euz lavaret alies, en deuz diskleriet d’omp : Na welot morse va dremm hep ho preur bihana.

6. Israël a lavaraz d’ezho : Evit va dizeur eo hoc’h euz roet d’ezhan da c’houzout ho poa eur breur all er gear.

7. Mes hi a respontaz : Ann den-ze en deuz goulennet ouz-omp doare hon tud ann eil goude egile : mar boa beo hon tad ; mar hor boa c’hoaz eur breur : ha ni a responte d’ezhan dre ma c’houlenne ; hag eaz a oa d’e-omp-ni gouzout e lavarche d’e-omp : Digasit gen-e-hoc’h ho preur ?

8. Judaz a lavaraz c’hoaz d’he dad : List ar c’hrouadur da zont gan-en ; evit ma'z aimp enn hent, ha m’hor bezo peadra da veva ; evit na varvimp ket gant ann naoun, ni hag hor bugale vihan.

9. Me en em garg euz ar c’hrouadur ; digan-en-me eo e c’houlennot kount anezhan. Ma n’hen digasann d’ar gear ; ma n’hel lakaann d’e-hoc’h etre ho taouarn, me euteur n’am pardonnot bikenn.

10. Ma n’hor bije ket daleet kement-ma, e vijemp brema distro evit ann eil gweach.

11. Israël ho zad a lavaraz eta d'ezho : Mar d-eo ret kement-ze, grit evel m’hoc’h euz c’hoant : kemerit enn ho sier euz ar gwella traou a zoug ar vro-ma, ha kasit prezanchou d’ann den-ze, eur guchen rousin ha mel, storak, staktes, tourmanlin hag alamandez.

12. Kasit ivez gen-e-hoc’h daou c’hement a arc’hant.