c’het holl e leverjont etre-z-ho : Petra eo ann dra-ma en deuz great Doue d’e-omp ?
29. Arruout a rejont e ti Jakob, ho zad, e douar Kanaan, hag e taneveljont d’ezhan kement a oa c’hoarvezet gant-ho, enn eur lavarout :
30. Mestr ar vro-ze en deuz komzet rust ouz-omp, hor c’hemeret en deuz evit spierien enn he rouantelez.
31. Ha ni hon euz respountet d’ezhan : ni zo tud didrouz ha na vagomp enn hor spered tro fall ebed.
32. Daouzek breur omp, ganet euz a eur memes tad : unan n’ema mui war ann douar, ar bihana a zo gant hon tad e douar Kanaan.
33. Hag hen da lavarout d’e-omp : Er c’hiz-ma me welo ha c’houi zo e gwirionez tud a beoc’h. List eur breur d’e-hoc'h ama gan-en, kemerit ann ed a behini hoc’h euz ezomm evit tud ho tiez, hag it enn ho hent.
34. Ha digasit d’in ho preur bihan, evit ma wezinn ne d-oc’h ket spierien, ha ma hellot kas gen-e-hoc’h hema pehini a zalc’hann prizounier, ha ma ho pezo hivizikenn holl frankiz da brena ar pez a gerrot.
35. Goude ar c’homzou-ze pa’z ejont da ziskarga ann ed, pep hini a gavaz he arc’hant ereet e bek he zac’h ; hag e-pad ma sellent ann eil oc’h egile slravillet holl
36. Jakob ho zad a lavaraz : Lekeat ounn gan-e-hoc’h da veza hep krouadur ebed : Jozeph n’ema mui war ann douar, Simeon zo dalc’het er prizoun, ha Benjamin a dennit digan-en ; ann drougeuriou-ze holl a zo kouezet war-n-oun.
37. Ruben a respontaz d’ezhan : Likit va daou grouadur d’ar maro, ma na zigasann ket ho map d’ar gear : likit hen e-tre va daouarn, me hen digaso de-hoc’h enn dro.