Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
LEVR AR C’HENELIEZ.

enn ho hent ; ha kasit d’ho tiez ann ed hoc’h euz prenet.

20. Ha digaset d’in he preur bihana, evit ma hellinn gouzout ha gwir a livirit ; hag evit na varfot ket. Ober a rejont evel ma en devoa lavaret.

21. Hag e leverjont etre-z-ho : Gant gwir-varn eo e c’houzanvomp kement-ma, rak pec’het hor boa enep hor breur, o welout anken he galoun baour, pa hor pede da gaout truez out-han, ha n’her selaoujomp ket ; dre’n abek da gement-ze eo kouezet ann dizeur-ma war-n-omp.

22. Ruben, unan anezho, a lavaraz : Ha na liviris-me ket d’e-hoc'h : na rit ket ann drouk-ze d’ar c’hrouadur, ha n’hoc’h euz ket ma zelaouet : he c’hoad eo a c’houlenner brema,

23. Na wient ket e kleve Jozeph ho c’homzou ; rak dre eunn disklerier-iez eo e komze out-ho.

24. Jozeph en em dennaz eur pennadik da wela, ha distroet, a-darre d’ho c’havout e komzaz out-ho.

25. Ober a reaz kemerout Simeon, hag he chadenna dira-z-ho ; hag e roaz urz d’he ofiserien da garga d’ezho ho zier a winiz, ha da lakaat da bep hini anezho he arc’hant enn he zac'h ; ha rei d’ezho c’hoaz oc’h penn, boed evit ho beach : ar pez a rejont bep mank.

26. Hag ar breudeur da vont kuit, ar gwiniz sammet war ho ezen.

27. Unan anezho o veza digoret he zac’h evit rei da zibri d’he azen enn eunn hostaleri, souezet o welout he arc’hant e bek he zac’h,

28. A lavaraz d’he vreudeu r: Daskoret eo va arc’hant d’in, chetu hen ama ebarz ma zac’h. Saouzanet ha ne-