Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
LEVR AR C’HENELIEZ.

da Azeneth merc’h Putiphar, Belek Heliopoliz. Jozeph eta a ieaz da ober eunn dro dre zouarou ann Ejipt.

46. Tregont vloaz en devoa pa oe digaset dirag ar roue Pharaon, mont a reaz e pep bro euz ann Ejipt, hep lezel nikun.

47. Ar seiz vloaz founder a zeuaz, hag ann edou endrammet mad, a oe gorroet e grignoliou ann Ejipt.

48. Lekeat a oe eta da virout e pep kear eunn taol braz a ed a bep seurt.

49. Gwelet a oe neuze eur founder a winiz ker braz, ma her c’havet re bar da dreaz ar mor, ne oa muzul ebet d’ezhan..

50. Genel a reaz daou vap da Jozeph a-barz ma leuaz ar gernez ; ar vugale-ze en devoe euz Azeneth, merc’h Putiphar, Belek Heliopoliz.

51. Henvel a reaz ann hini kenta Manases, enn eur lavarout : Doue en deuz great d’in ankounac’haat va holl labouriou, ha ti va zad.

52. Henvel a reaz ann eil Ephraïm, enn eur lavarout : Doue en deuz ma lekeat da greski e douar va faourentez.

53. Seiz vloavez founder ann Ejipt o veza tremenet,

54. Ar seiz vloavez dienez, en devoa diouganet Jozeph, a zeuaz war ho lerc’h. Ar gernez a c’hounezaz ar bed holl ; hogen e holl vroiou ann Ejipt ne vanke ket a vara.

55. Ken a oe fin, ar bobl dare da vervel gant ann naon, a griaz war lerc’h Pharaon o c’houlenn boed digant-han ; ha Pharaon a respontaz d’ezho : It da gavout Jozeph, ha grit ar pez a lavaro d’e-hoc’h.

56. Hôogen ar gernez a greske bemdez e pep bro ; ha Jozeph o tigeri ar grignoliou a werze ed d’ann Ejipsianed, rak ann naon a boueze ivez war-n-ezho.