35. Pere a zo dija o tont. Ann holl edou a vezo gorroet dindan aotrouniez Pharaon , ha miret-mad er c’heariou braz.
56. Evit ma vezint kavet a benn ar seiz vloavez kernez a dle poueza war ann Ejipt, hag evit na varvo ket tud ar vro gant ann dienez.
37. Ann ali a oe kavet mad gant Pharaon ha gant he holl vinistred.
38. Hag e komzaz out-ho evel-henn : Ha kavout a hellimp-ni eunn den all evel he-ma leun a spered-Doue.
39. Lavarout a reaz eta da Jozeph : Pa’z eo gwir en deveuz Doue diskouezet d’id ann holl draou hon euz klevet gan-ez, ha gallout a rinn-me bikenn kavout den furoc’h eged-oud-te, na par d’id zo ken ?
40. Te vezo eta mestr-merer war va zi ; pa liviri eunn dra, ar bobl holl a zento ; n’em bezo enn tu-all d’id nemed a gwir da azeza war ann tron evel roue.
41. Pharaon a lavaraz c’hoaz da Jozeph : Ta lekeat am euz hirio da vestr war holl zouar ann Ejipt.
42. Hag e tennaz he walen diwar he zourn, d’he lakaat war hini Jozeph ; gwiska a reaz d’ezhan eur zae lin moan, hag eur c’holier aour a lekeaz he-unan enn dro d’he c’houzouk.
43. Ober a reaz ivez d’ezhan pignat war he gar, evel he eil, hag eunn haroz enn he raok a grie d’ann holl daoulina dira-z-han, ha deski penaoz ez oa lekeat da vestr war ann holl Ejipt.
44. Ar roue a lavaraz c’hoaz da Jozeph : Me eo Pharaon, hep da urz, den na finvo na dourn na troad dre ann Ejipt penn-da-benn.
45. Chench a reaz ivez he hano, hag hen henvel a reaz, e iez ann Ejipt, Salver ar bed. He zimizi a reaz