Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
LEVR AR C’HENELIEZ.


4. Houn-nez eo geneliez ann env hag ann douar, pa int bet krouet, enn deiz ma reaz Doue ann env hag ann douar.

5. Ha ma krouaz gwez ha louzeier ann douar, abarz ma teujont er meaz euz ann douar ; hag holl ieot ar mesiou, abarz ma oant diouanet ; rag ann Aotrou Doue n’en devoa ket c’hoaz roet glao d’ann douar, ha ne oa c’hoaz den ebed evit he labourat.

6. Hogen eienennou a zave diouc’h ann douar hag a zoure anezhan diwar c’horre a bep tu.

7. Doue a reaz eta korf ann den gand pri-douar ; c’houeza a reaz war he zremm eur c’houezaden a vuez, ha chetu ann den o kaout ene ha buez.

8. Hogen ann Aotrou Doue en devoa plantet a-dalek ar penn kenta ar baradoz a blijadurez, e pehini e lekeaz ann den en devoa great.

9. Hag ann Aotrou Doue a lekeaz da zevel euz ann douar gwez a bep seurt, kaer da welout, gand frouez saourek da zibri ; hag e kreiz er baradoz ar wezen a vuez, ha gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk.

10. Hag euz al leac’h-ze a blijadurez e tirede eur ster-vraz da zoura ar baradoz, hag en em ranne ac’hano e pevar fenn, da lavarout eo, e peder ster all.

11. Unan anezho a hanver Phizon ; ann hini a red enn dro da vro Hevilath ; e peleac’h e teu aour ;

12. Hag aour ar vro-ze a zo diouc’h ann hini gwella : eno e kaver ar berlezen bdeliom, hag ar mean onyx.

15. Hano ann eil ster a zo Gehon, ann hini a red enn dro da vro C’huz, bro genta ann Ethiopianed.

14. Hano ann derved ster a zo Tigr ; pehini a red war zu ann Asyrianed. Ar bederved ster eo ann Euphrata.

15. Doue eta a gemeraz ann den, hag hel lekeaz er