Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
LEVR AR C’HENELIEZ.

krouet er memez devez ; ha dre-ze e klefjont-mad ho daou ann difenn a reaz Doue d'ezho na zebrchent ket diouc’h frouez gwezen ar wisiegez euz ar mad hag euz ann drouk. Enn eil pennad, ama war lerc’h, ar skritur a ziskleri e pe fesoun e krouaz Doue Adam ; e pe fesoun e krouaz Hava ; Hogen ho daou int bet krouet d’ar c’houec’hved devez.

Ann dud gwisiek o studia hag o spia traou ar bed, a-daleg ar stered bete kalounn ann douar, ho deuz kavet da sonjal ha da lavarout penaoz c’houec’h devez ar grouidigez n’int ket c’houec’h devez a bedeir heur war n-ugent evel hon deisiou-ni ; mes c’houec’h rumm amzeriou euz a bere pep-hini a zoug oc’hpenn ugent mil vloaz. Ho menoz war gement-ze ne ket kountroll na noazuz d’ar feiz e fesoun ebed. Pell a-ze, ho studiou a brouv sklear-oc’h-sklear ar wirionez euz ar skritur sakr, pehini a laka e oa krouet ar geot hag ar gwez a-raok at pesked hag al laboused ; hag ar pesked hag al laboused a-raok ann anevaled ; hag ann anevaled a-raok ann den. Hep ho dislavarout, taolomp ivez hon daoulagad war oberiou Doue ; Mes evit en em estlammi, ha lavarout gand ar Roue David : o va ene, bennigit ann Aotrou. (Ps. 103.)




PENNAD II.


EHAN DOUE. AR BARADOZ TERRIEN.


1. Peur c’hreat e oe eta ann env hag ann douar hag ann holl draou kaer a zo enn-ho.

2. Peur-achui a reaz Doue d’ar seizved devez al labour en devoa great, hag ec’h ehanaz d’ar seizved devez euz be holl oberiou.

3. Hag e vennigaz ar seizved devez, hag her zantifiaz, abalamour ma en devoa ehanet enn deiz-ze euz ann holl labour en devoa great evit diskouez he c’halloud hag he vadelez.