15. Tregont kanvalez gant ho heubeulien o tena, daou ugent bioc’h, hag ugent taro ; ugent azennez gant dek azennik bihan.
16. Lakaat a reaz he zervicherien d’ho c’has, pep banden enn he fart he-unan ; hag e lavaraz d’he vevelien : It ato em raok, ha list eur pennadik hent e-tre pep banden.
17. D’ann hini kenta e roaz ar gourc’hemenn-ma : Mar tigouezez gand va breur Ezaü, ha mar goulenn digan-ez : Gand piou oud-de mevel ? pe, da beleac’h ez es-te ? pe, da biou eo al loened-ze a heuliez ?
18. Te a responto : Da Jakob ho servicher pehini a gas anezho e prezant d’am Aotrou Ezaü : dont a ra he-unan war hol lerc’h.
19. Ar memez urz a roaz d’ann eil, d’ann trede, ha d’ann holl vevelien a gase ann tropellou, o lavarout ; Er c’hiz-ze, ger evit ger, e komzot ouc’h Ezaü pa erruot gant-han ;
26. Hag e leverot ato war lerc’h : Jakob ho servicher a zo arru d’hon heul. Rak Jakob a lavare : Dousaat a rinn d’ezhan dre ar prezanchou a ia a-raok, ha goude me he welo, marteze e vezo trugarezuz em c’henver.
21. Ar prezanchou a ieaz eta enn he raok ; hogen hen a choumaz c’hoaz enn noz-ze ebarz ar c’hamp.
22. Antronoz Jakob o veza savet abred-mad, a gemeraz he ziou c’hrek, hag ho diou vatez, gant he unnek map, hag a dremenaz rodou Jabok.
23. Hag o veza kaset enn tu-all d’ar ster kement mad en devoa,
24. E choumaz he-unan ebars ar c’hamp ; ha chetu eur goaz o tont da c’hourenn out-han betek ar mintin.
25. Ann den-ze o welout ne oa ket evit gounit