5. Bez’ am euz ohen, ezen, denved, mevelien, ha mitizien ; ha brema e kasann kannadur da gavout va Aotrou, evit ma kavinn trugarez dira-z-han.
6. Ar gannaded distro da gavout Jakob, a lavaraz : Bet omp betek ho preur Ezaü, ha chetu hen he-unan o tont a brez-kaer war ho arbenn, ha pevar c’hant den gant-han.
7. Jakob a gemeraz aoun, ha stravillet holl, e rannaz e diou vanden ann dud a oa gant-han, hag he dropellou, denved, ohen ha kanvaled.
8. Pa zigouezo Ezaü, eme-z-han, mar sko war eur vanden, ann hini a choumo war lerc’h en em zaveteio.
9. Neuze Jakob a lavaraz : Doue Abraham va zad-koz, Doue va zad Izaak, Aotrou pehini hoc’h euz lavaret d’in : Distro d’az pro, d’al leac’h a behini oud ginidik, ha me rai pep seurt vad d’id :
10. N’hellann ket anaout a walc’h ho trugareziou em c’henver, nag ho fealded da ober ann holl draou ho poa diouganet d’ho servicher ; ar Jourden-man a dremeniz gand eur vaz hep ken em dourn, ha chetu e tistroann brema gand diou vanden.
11. Tennit ac’hanoun a-dre daouarn va breur Ezaü, rak aoun vraz am euz ra-z-han ; aoun am euz pa zigouezo, na lazfe gand ar c’hleze ar vamm hag ar vugale.
12. Lavaret hoc’h euz ho pije great pep seurt vad d’in ; ho pije digaset ar wenn ac’hanoun stankoc’h eget treaz ar mor, pere n’heller ket da niveri kement zo anezho.
13. O veza tremenet ann noz el leac’h-se, Jakob a zispartiaz a douez kemend mad en devoa, prezanchou evit Ezaü he vreur ;
14. Daou c’hant gaor, ugent bouc’h, daou c’hant danvadez hag ugent tourz.