Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
LEVR AR C’HENELIEZ.

alies, kenderc’hel da bedi : Chetu perak e sonj da zant Iann- Krizostom e kendalc’haz Izaak da c’houlenn ar c’hras-ze e-pad ugent vloaz. Doue na hellaz ket choum hep klevout eur beden a ger braz dellid. Pedomp evel Izaak, pedomp a-greiz kaloun, pedomp alies ha kendalc’homp da bedi, hag hor bezo ivez hor goulenn. Mes ann enep-kaer eo a c’hoarvez gan-e-omp ; pedi mad a reomp d’ann taol kenta, dre ar c’hoant hon euz da gaout ar c’hras-ma-c’hras ; mes buhan e skuizomp, ha Doue na hell mui ober d’e-omp ar mad en devoa dispartiet evid-omp, dre n’her goulennomp mui digant-han.

Spounta a ra ann den o welout peger buhan hag evit pe briz e teu Ezaü da werza he wir a henanded. Red eo ne anaie ket mad ar privilachou staget ouz ar gwir-ze ; pe mar ho anaie, eo red e vije eur paotr dibenn ha diskiant tre. Chetu ama gwiriou ar map henan e touez ar juzevien goz. 1° Diou loden en devoa da gaout viz-a-viz d’he genheritourien. 2° Kemeret e vije evel mestr hag Aotrou he vreudeur, pere a dlie he enori evel penn ann tiegez hag ann hini a zalc’he leac'h ho zad. 3° Ann tad abars mervel a roe eur vennoz spisial d’he vap hena ; hag ouz ar vennos-ze e oe staget ann diouganou pe ar promesaou en devoa Doue great d’ar batriarched. 4° Er fin lod a lavar penaoz, e derou ar bed, ar velegiach pe ar garg a velek a oa c’hoaz d’ar map hena e pep tiegez.

Ezaü ne oa ket hep gouzout ann traou-ze ; mes touellet gant ar chasé ha dougetoc’h d’ar pez a rea plijadur d’he gorf, eget d’ar pez a zelle ouz he enor hag ouz he ene, ne rea nemeur a stad euz bennoz ann Aotrou-Doue, hag euz holl brivilachou ann henanded. Euun tammik naoun en devoa ; eunn dra vad a wele dirak he zaoulagad, he gaout a oa red ; ar priz ne rea netra. Chetu aze ann den gourmand penn-da-benn. Na ped Ezaü na welomp-ni ket bemdez enn dro d’e-omp ? ped na welomp-ni ket o sakrifia d’ar c’hourmandiz, pe evit lavarout sklear, d’ar vezventi, ho madou, ho iec’hed, ho enor, ho gragez, ho bugale, ho buez ! Gwelout a reont ho ziegez o vont d’ar baz, ho groagez, ho bugale o wela hag o tizec’ha gant ann dienez ; n’euz forz, ar gouzouk a c’houlenn lounka, he walc’ha a zo red !


————