Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
LEVR AR C’HENELIEZ.


31. Jakob a lavaraz d’ezhan ; Gwerz d’in da henanded.

52. Ezaü a respontaz : Mervel a rann, petra dalvezo d’in va henanded ?

53. Tou eta d’in, eme Jakob. Ezaü a douaz, hag a werzaz d’ezhan he henanded.

34. Hag er c’hiz-ze o veza kemeret eunn tamm bara, hag ar pladad fer, e tebraz hag ec’h evaz, hag ez eaz kuit, dibreder a-walc’h, evit-hen da veza gwerzet he wir a vap hena.


————


SKLERIDIGEZ.


Er skritur sakr n’e gaver netra skrivet enn aner. Peb histor, pep ger, evit lavarout mad, a zoug gant-han he gelenadurez. Gwelout a reomp Abraham o kaout bugale euz a deir c’hrek ; hag Izaak hep ken a zo heritour d’ezhan. He vugale all, ober a ra d’ezho prezanchou, hag ho c’has a ra ann eil pelloc’h eget egile diouc’h ar vro pehini a vezo eunn devez ann Douar Santel hag heritach lignez Izaak. Mad ! eme ann Tadou, Ismael hag he lignez a skeudenne ar juzevien hervez ar c’hik, pere ne oant, ha ne d-int c’hoaz bugale da Abraham nemet dre ar goad. Bugale Cetura a skeudenne ar gristenien fall, pere ne d-int diskibled da Jezuz-Krist, na bugale d’ann iliz nemet dre ann hano. Er fin, Izaak hag he lignez a oa skeuden gwir zervicherien Doue, ken a raok ken goude donedigez hor Zalver, gwir vugale da Abraham hervez ar spered, hag heritourien ann diouganou pe ar promesaou. Ar iuzevien hervez ar c’hik hag ar gristenien fall, Doue a ro d’ezho donezonou er bed-ma, evit ho faea euz ar pezik a vad a reont ; mes ho lod-digwez epad ann eternite, a vezo pell-pell diouc’h bro ar gwir heritourien, da lavarout eo, diouc’h rouantelez ann env.

Izaak a bedaz evit he c’hrek ; evit ma roje Doue frouez

d’ho briadelez. Ar gomz hebre a zinifi : Pedi stard, pedi

8