Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
LEVR AR C’HENELIEZ.

skeuden ha diouc’h hon henveledigez ; ra vezo mestr war besked ar mor, war laboused ann env, war ann anevaled gouez, war ann douar holl, ha war ann holl loened-stlej pere a finv war ann douar.

27. Doue a grouaz eta ann den diouc’h he henveledigez : he groui a reaz henvel ouc’h Doue, ho c’hroui a reaz gwaz ha maouez.

28. Ha Doue ho bennigaz, hag a lavaraz : kreskit, he grit niver, ha kargit ann douar, ha grit ho mestr war-n-ezhan, ha bezit mestr war besked ar mor, war laboused ann env, ha war ann holl anevaled pere a finv war ann douar.

29. Ha Doue a lavaraz : chetu roet am euz d’e-hoc’h kement geoten a zoug he had war ann douar ; ha kement gwezen e deuz enn-hi ann haden euz he seurt, evit ma servichint d’e-hoc’h da vagadurez :

30. Ha da holl anevaled ann douar, da laboused ann env, ha da gement tra a finv war ann douar, hag en deuz goad ha buez, evit ma ho devezo peadra da zibri. Hag e oe great evel-se.

51. Ha Doue a welaz ann holl draou en devoa great, hag e oant mad meurbed. Hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ar c’houec’hved devez.


————
SKLERIDIGEZ
ha prederennou war gomzou ar skritur sakr.[1]


Doue a grouaz. — Doue, pehini a zo a holl viskoaz, a

grouaz, dre eur gomz hep ken, ann env hag ann douar, ha

  1. Skleridigez ha prederennou a zo lekeat eleac’h explication ha reflexionou, pere a zo geriou gallek.