Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
LEVR AR C’HENELIEZ.

kement tra a zo ; komzet en deuz, hag int bet great, eme ar Roue David. Hogen komz Doue eo he volontez. Arabad eo sonjal en defe Doue finvet evit-se teod ha muzellou evel m'her greomp-ni ; Doue a zo spered, ha n’en deuz na teod na muzellou. Krouet en deuz ar bed, pa eo bet falvezet d’ezhan diskouez he furnez hag e vadelez ; He furnez, oc’h ober traou ker burzuduz ; he vadelez, oc’h ober krouadurien spereduz, gwestl d’he anaout ha d’he veuli, ha da veza lodek enn he eurusted.

Ann env hag ann douar. — Ann holl draou krouet gant Doue a hell beza digaset da zaou dra, spered ha korf. Ann elez hag eneou ann dud a zo spered ; ann holl draou all, ken ar pez a welomp, ken ar pez na welomp ket, a zo korf.

Dre ann env, er wersad kenta-man, Sant-Aogustin a zonj d’ezhan e komz ar skritur euz ann traou a zo spered ; ha dre ann douar, euz ann traou a zo korf. Er c'hiz-se e vezo kavet ama krouidigez ann elez pere a zo sperejou hep korf, krouet gant Doue evid ober ar pez a c’hourc’hemen. Hogen ar bed-ma, d’ann taol kenta-ze, ne oa ket ker kaer ha ma eo deut da veza goude. Gwelout a raimp Doue o lakaat urz enn-han pa lavaro : ra vezo great ar sklerijen, etc… Bete neuze ar bed-ma, da lavarout eo, ar pez a zo korf, n’en doa na fesoun na liou, na gorre na dindan, na treuz na hed. He c’hervel a rear kaoz, da lavarout eo, eur c’hemesk divalo euz ann holl gorfou krouet ; ann env a welomp, a oa kemesket gand ann douar ; ann dour gand ann tan, ar sklerijen gand ann denvalijen ; ha kement-ze holl a oa evel eul lounk pe eunn toull tenval, e pehini ne weler netra, petra bennak ma zanter eunn touch ien ha leiz pehini a ra d’e-omp heuzi.

Spered Doue en em zalc’he war ann douriou. Ar gomz hebre a lavar darnijal dreist, pe diskenn evit gôri, evel ma tarnij eunn erer dreist he neiz, hep koll ar gwel anezhan. Evel-se Doue a zalc’he he zell hag he spi war ar c'hemesk kenta-ze euz a draou ar bed ; bez’ e oa evel e gôr war-n-ho, evit lakaat da zevel ac’hano ann urz kaer pehini a welomp brema. Chetu perak marteze en deuz ar Spered Santel kemeret divezatoc’h doare eur goulm evit en em ziskouez d’ann dud.