Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
LEVR AR C’HENELIEZ.


11. Nann, Aotrou, ne ket evel-se vezo ; mes klevit kentoc’h ar pez az ann da lavarout : rei a rann d’e-hoc’h, dirak mipien va bobl, ar park hag ar gavarn a zo enn-han, sebeliit enn-hi ann hini hoc’h euz kollet.

12. Abraham a stouaz beteg ann douar dirak tud ar vro-ze.

13. Hag e komzaz ouc’h Ephron, ar bobl holl o veza enn dro d’ezho : Selaouit ac’hanoun, me ho ped ; rei a rinn d’e-hoc’h arc’hant evit ho park ; kemerit-hen, hag er c’hiz-ze me zebelio enn-han ann hini am euz kollet.

14. Ephron a respontaz :

15. Aotrou, selaouit ac’hanoun ; ann douar a c’houlennit a dall pevar-c’hant sikl arc’hant, (daou c’hant skoed), ar priz-ze a vezo e-tre c’houi ha me, mes petra eo kement-ze, sebeliit ato ann hini hoc’h euz kollet.

16. War gement-ze Abraham a bouezaz, dirak bugale Heth, ann arc’hant a c’houlenne Ephron ; da lavarout eo, pevar c’hant sikl enn arc'hant mad, moneiz ar vro.

17. Hag e choumaz war hano Abraham ar park a oa gweachall da Ephron, e pehini edo ar gavarn a ziou gampr, hag a skoe war Mambre ; nann hep ken ar park, mes ivez ar gavarn hag ann holl gwez a oa tro-war-dro d’ar park.

18. Barnet e oent d’ezhan evel he dra, e prezanz bugale Heth, ha dirak kement hini a oa neuze e tal dor kear.

19 Hag er c’hiz-ze Abraham a zebeliaz Sara he bried er gavarn a ziou gampr a oa er park-ze hag a skoe war Mambre, e peleac’h ema ar gear a Hebron, e douar Kanaan.