Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
LEVR AR C’HENELIEZ.



PENNAD XXIII.


Maro Sara.


1. Hogen Sara a vevaz beteg ann oad a zeiz vloaz ha c’houec’h-ugent.

2. Mervel a reaz er gear a Arbe, pehini eo Hebron, e douar Kanaan ; hag e teuaz Abraham d’he gwela ha da ober kanv d’ezhi.

3. Goude beza peurc’hreat dleadou ar c’hanv, e teuaz da gavout bugale Heth, enn eur lavarout.

4. Eunn ermeziad hag eur pirc’hirin ounn enn ho pro, aotreit d’in gwir da zevel eur bez enn ho touez, evit ma sebeliinn ann hini am euz kollet.

5. Bugale Heth a respontaz en eur lavarout :

6. Selaouit, Aotrou, bez’ ez oc’h enn hon touez eur prins karet gant Doue ; sebeliit ann hini hoc’h euz kollet, enn hor c’haera besiou ; den na oufe mirout ouz’hoc’h da zebelia enn he vez, ann hini hoc’h euz kollet.

7. Abraham a zavaz hag a zaludaz beteg ann douar tud a vro-ze, da lavarout eo, bugale Heth ;

8. Hag a lavaraz d’ezho : mar d-eo ho trugarez e sebelienn ann hini am euz kollet, selaouit ac’hanoun, ha komzit evid-oun da Ephron, map Seor.

9. Evit ma rei d’in ar gavarn a ziou gampr a zo e penn he bark ; C’hoant am be he lezfe gan-en diraz-hoc’h evit ar pez ma tall, da ober eur bez anezhi.

10. Hogen Ephron a oa o choum e touez bugale Heth. Hag Ephron a respontaz da Abraham, dirak ann holl dud a oa neuze dastumet e c’harz dor kear, enn eur lavarout :