21. Huz he vap henâ, (euz a behini e tiskennaz ann den Santel Job,) Buz he vreur, ha Kamuel tad ar Sirianed.
22. Kased, Azaii, Pheldaz ha Jedlaph.
23. Ha Bathuel tad Rebeka : Ann eiz krouadur-ze a c’hanaz Melka da Nakor, breur Abraham.
24. He zerc’h, hanvet Roma, a c’hanaz ivez d’ezhan Tabé, Gaham, Thahaz ha Maaka.
Sulvui ma’z eomp a-raok ebarz ann histor sakr, sul skleroc’h e kavomp merket enn-hi misteriou hor relijion zantel. Da biou na ve ket hanad ann henveledigez a zo etre sakrifis Izaak hag hini Map Doue hor Zalver benniget ? — Abraham a ra da Zoue euz a greiz he galoun ar zakrifis euz he vap penn-her ; Doue, eme zant Paol, a garaz kement ar bed, ma en deuz roet he vap ha n’euz nemet-han, evit he zavetei. — Izaak a ia d’ar maro war eur menez ; ha Jezuz-Krist ivez. Hag ar pez a zo gwell, war ar memes menez eo bet great ann daou zakrifis. Ann douar-ze, deuet divezatoc’h da veza e gwiriouez eunn douar Santel, abalamour da visteriou hon dasprenadurez c’hoarvezet eno, a oa dija e amzer Abraham, eul ]eac’h dibabet ha benniget gant Doue, hag hanvet Douar ar welidigez ; da lavarout eo, eunn douar e pihini e vije gwelet traou burzuduz. Eno, war m’her c’hreder, e sakrifiaz Abel ha Noe ; eno e tlie Abraham gwelout Doue ; eno e tlie Doue en em ziskouez d’ann dud, e persounach hor Zalver Jezuz-Krist.
Izaak a zoug ar c’hoat war behini e tlie beza lazet ; Jezuz-Krist a zoug ar groaz war behini eo bet staget.
Izaak en em lez da veza liammet, hep en em glemm ; Jezuz-Krist a zo bet tachet ouc’h ar groaz, hep na lavaraz ger ebed.
Izaak e gwirionez ne ket bet lazet, mes eur maout enn he