Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
LEVR AR C’HENELIEZ.


11. Ha chetu eunn eal a berz Doue a griaz euz ann env, enn eur lavarout : Abraham, Abraham ! Abraham a respontaz : Chetu me ama.

12. Hag ann eal da lavarout : Na astenn ket da zourn war ar c’hrouadur, ha na rez droug ebed d’ezhan : brema me oar ec’h euz doujanz Doue, pa n’ec’h euz ket espernet da vap penn-her abalamour d’in.

13. Abraham a zavaz he zaoulagad, hag a welaz a-dre he gein eur penn-denved, luiet dre he gernou e-touez ann drez ; he gemmer a reaz, hag ober a eure gant-han eur zakrifis da Zoue, e leac’h he vap.

14. Henvel a reaz al lec’h-ze, Doue a wel. Chetu perag e leverer c’hoaz hirio : War ar menez Doue a welo.

15. Hogen Eal Doue a c’halvaz eunn eil gweach Abraham euz ann env, enn eur lavarout :

16. Hen touet am euz dre-z-oun va-unan, eme ann Aotrou, abalamour ma ec’h euz great ann dra-ze, ha n’ec’h euz kel espernet da vap penn-her, evit plijout d’in ;

17. Me as pennigo, me lakai da wenn da greski ker stank ha stered ann env, ker stank hag ann treaz a zo war aod ar mor. Da wenn e devezo dalc’h war zoriou he enebourien.

18. Ha benniget e vezo holl boblou ann douar enn Hini a ziskenno ac’hanoud, dre ma ec’h euz sentet ouz va mouez.

19. Abraham a zistroaz da gavout he vevelien, hag ez ejont kevret da Versabe, hag e choumaz eno.

20. Goude ann traou-ze, e teuaz kannad da Abraham penaoz Melka (c’hoar Sara) e devoa roet ivez bugale d’he vreur Nakor.