Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
LEVR ANN EXOD.

ne varvint ho-unan nemet ar re zistera. Hag ar beac’h a vezo skanvoc’h evid-hoc’h pa ho pezo roet lod anezhan da reall.

23. Mar grit kement-se, e reot mad ar garg en deuz roet Doue d’eoc’h, hag e viot goestl da ober ar pez a vezo gourc’hemennet d’ehoc’h gant-han, hag ann holl bobl-man a zistroio d’ar ghear e peoc’h.

24. O veza klevet ar c’homzou-ze, Moïzes a reaz ann holl draou en devoa he dad-kaer hen aliet da ober.

25. Hag o veza choazet etre holl vugale Israël tud stard ha kalounek, ho greaz prinsed ar bobl, lod da veza var benn mil den, lod var benn kant den, lod var benn hanter-kant den, ha lod var benn dek den.

26. Hag e varnent ar bobl munud e pep amzer ; mes ar pez a vije a ziessa a gassent da Voïzes, ha ne varnent nemet ann traou essa.

27. Ha Moïzes a ghimiadaz ouz he dad-kaer, pehini a zistroaz adarre d’he vro.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 1. Ha Jethro a reaz eur zakrifis da Zoue. — Kement-ma a zeu da gretaat ar pez hon euz merket dija ; da lavarout eo, ec’h anaie Jethro ar guir Doue hag e oa belek d’ezhan evel Melkisedek. Ar pez hon euz da evesaat out-han brema, eo al lid a rejont etrez-ho, me lavar Jethro, Aaron hag henaoured ar bobl ; Dont a rejont eme ar Skritur, da zibri ar bara dirag Doue. Kement-se a ziskouez penaoz a holl viskoaz ann dud a zebre lod euz ann traou a ghennighent e sakrifis da Zoue, hag a grede e reent evelse eunn dra sakr, hag agrabl da Zoue, en em unanent gant-han dre eunn doare commu-