Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
LEVR ANN EXOD.

13. Antronoz Moïzez a azezaz evit barn ar bobl, pehini a zeue diraz-han a-dal ar mintin beteg ann noz.

14. He dad-kaer o velout kement-se, da lavarout eo, ann holl draou a rea evid ar bobl, a lavaraz : Petra eo kement-ma a rit evit ar bobl ? Perak n’euz nemed hoc’h o varn, hag ema ann holl bobl o c’hortoz a-dal ar mintin beteg ann noz ?

15. Moïzez a respontaz d’ezhan : Ar bobl a zeu d’am c’havout da glask ali ann Aotrou Doue.

16. Ha pa zav eur striv bennag etrez-ho, e teuont d’am c’havout evit ma ho barninn, hag evit ma tiskouezinn d’ezho gourc’hemennou Doue hag he lezennou.

17. Ha Jethro a lavaraz d’ezhan : Ne rit ket aze eunn dra vad.

18. Ne ket furnez en em uza gant eunn hevelep labour, c’houi hoc’h unan, hag ar bobl a zo gan-ehoc’h ; ann dra a zo enn tu all d’ho nerz, na hellot ket herzel, ma n’euz nemed-hoc’h.

19. Mes selaouit va c’homzou, ha va aliou, ha Doue a vezo gan-ehoc’h. Bezit holl d’ar bobl enn traou a zell ouc’h Doue, evit ma kassot beteg enn-han ar pez ho deuz da c’houlenn digant-han ;

20. Hag evit ma teskot d’ar bobl al lidou hag ar fesoun da enori Doue, hag ann hent dre behini e tle kerzet, hag ar pez a dle da ober.

21. Mes choazit etouez ann holl bobl tud galloudek ha leun a zoujans Doue, tud hag ema ar virionez enn-ho, hag o deuz kas ouc’h pep avaristed, ha likiit-ho da vistri lod var mil den, lod var gant den, lod var hanter-kant den, ha lod da zek den.

22. Evit ma varnint ar bobl e peb amzer ; mes kement affer vraz a vezo, ra he c’hassint d’ehoc’h-hu, ha