Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2
LEVR ANN EXOD.

10. Deuit, goaskomp-hen gant furnez, gant aoun na greske muioc’h c’hoaz ; ha mar savfe brezel enn hon enep, n’en em lakafe a-unan gant hon enebourien ; ha goude beza trec’het ac’hanomp, ne d-afe kuit euz ar vro.

11. Lakaat a reaz eta var-n-ezho mistri-labour d’ho goaska dindan re-veac’h ; hag e savjont da Pharaon keriou kre da ziouall he denzoriou ; Phitom ha Ramessès.

12. Mes sulvui e voasket var-n-ezho, sulvui e vodennent hag e kreskent.

13. Hag ann Ejipsianed ho doa kaz ouc’h bugale Israël, hag ho zrubulie muia ma hellent, oc’h ober goab anezho.

14. Hag e tigassent ho buez c’houero gant labourou kalet ar pri-raz hag ar brikennou, ha gant pep seurt labourou-all var ar meaz, ken na hellent mui.

15. Hoghen roue ann Ejipt a gomzaz ouc’h amieghezed ann Hebreed, unan he hano Sephora hag eben Phun.

16. Hag e roaz d’ezho ann urz-ma : Pa’z eot da ouilioudi ar graghez Hebre, ha pa vezo deuet ho zermen da c’henel, mar bez eur map, lazit-hen ; mar d-eo eur verc’h, mirit-hi.

17. Mes ann amieghezed a zoujaz ann Aotrou Doue, ha na rejont ket ar pez a oa gourc’hemennet d’ezho gant roue ann Ejipt, mes mirout a rejont ar baotred.

18. Ar roue o veza ho galvet da zont d’he gavout, a lavaraz d’ezho : E pe zonj emaoc’h-hu oc’h ober ar pez a rit, o virout evelse ar baotred ?

19. Hi a respontaz : Ann Hebreezed n’int ket evel graghez an Ejipt : gouzout a reont gouilioudi ho-unan ;