Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
LEVR ANN EXOD.

hag abarz ma c’harruomp enn ho c’hichen, int gouilioudet.

20. Ha Doue a reaz vad d’ann amieghezed ; hag ar bobl a greskaz hag a zeuaz galloudek meurbed.

21. Ha dre’n abek ma ho doe ann amieghezed doujet Doue, Doue a zavaz huel ho zi.

22. Pharaon eta a c’hourc’hemennaz d’he holl bobl, o lavaront : Kement paotr a vezo ganet d’ann Hebreed, taolit-hen ebarz er ster ; ar merc’hed holl, mirit-ho.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar gher Exod a zinifi mont er maez euz a eul leac’h. Ann hano-ze a zo bet roet d’al levr-ma, dre ma rear enn-han ann histor euz ann traou a c’hoarvezaz gant ar Bobl a Israël o tec’het kuit euz ann Ejipt evit mont d’an Douar Santel[1].

Ann den santel Moïzes en deuz great ann Exod, evel ma en doa great ar Genes, pe Levr ar C’heneliez, dindan inspiration Doue. E levr ar c’heneliez e skrivaz histor ar bed adaleg he grouidighez bete maro Joseph, arruet er bloaz 2274. E levr ann Exod, e skriv he histor he-unan hag ann traou a velaz gant he zaoulagad propr. E amzer Moïzes, historiou ar C’heneliez o oa c’hoaz e ghenou an holl Israëlited koz. Bueziou c’houec’h den hepken a gasse spered ann dud euz a Voïzes bete krouidighez ar bed. Amram, tad Moïzes, oa map bihan da Levi ; Levi, map bihan da Izaak, en doa anavezet mad he dad koz ; Izaak a vevaz 50 vloaz gant Sem, map Noe ; Sem en doa bevet tost da l00

vloaz gant Mathuzalem ; ha Mathuzalem a oa bet oc’hpenn

  1. C’hoant am boa da lakaat ar gher Exod e brezounek, ha da henvel al levr-ma Levr ann tec’h ; hoghen dizaliet ounn bet.