Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
LEVR ANN EXOD.

affer, dirag Pharaon hag he zervicherien ; ho roet hoc’h euz d’ezhan ar c’hleze evit hol laza.

22. Moïzes a zistroaz da gavout Doue hag a lavaraz : Aotrou, perag hoc’h eus-hu goanet ho pobl ? Perag hoc’h eus-hu va c’haset ?

23. Rak abaoe ma ounn bet o kavont Pharaon, o komz d’ezhan enn hoc’h hano, hen en deuz trubuliet muioc’h c’hoaz ho pobl, ha n’hoc’h euz ket he dilivret.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Piou eo ann Aotrou evit ma selaouinn he vouez ? — Chetu aze eur gomz ourgouilluz, mar deuz hini, hag ar penn-kaoz marteze ma laoskaz Doue kaloun Pharaon d’en em galedi. Rak Doue a harz ouc’h ar re ourgouilluz hag a ro he c’hras d’ar re vuel.

℣ 10. Daou rum dud a ioa o kommandi var ar bobl a Israël enn he labourou. Renerien al labourou, ha guiraërien Pharaon. Ar re ghenta a oa Israelited, hag a oa karghet da evesaat ouc’h ar re a oa enn oad da labourat, d’ho c’has ha d’ho digas diouc’h ma vije ezomm. Ar renerien-ze a oa ho-unan dindan ar viraerien pere a oa ejipsianed, ha karghet gant ar roue da douch ar guiriou, ha da c’houlen digant ann Israelited ar muzul labour merket gant ar roue. Ar re-ma a voaske var ar renerien evit ma vije rentet d’ezho ann niver brikennou merket, hag ar renerien a boursue var al labourerien, evit ma heljent kaout ar gont, pa vije ret he renta. Ar renerien eo en em gavaz gant Moïzes pa oant bet oc’h ober ho c’hlemm da Pharaon, hag a rebechaz d’ezhan n’en doa great nemet drouk, o komz d’ar roue divar benn ar bobl ; great hoc’h euz, emez-ho, ne d-omp mui anduret gant Pharaon hag he dud, evel c’houes fall a glevont gan-eomp, argarzuz omp deuet d’ezho. Chetu petra eo ar bobl, prest