Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
LEVR ANN EXOD.

ato da damallout d’he vistri ann drouk a c’hoarvez gant-han, ha d’en em ghemerout a-vechou ouz Doue he-unan, eleac’h gouzanv gant courach, en em zikour, ha gortoz neuze ma teuio dourn ann Aotrou-Doue d’he ziboania.

Ann Tadou Santel ho deuz remerket penaoz ar pez a reaz Pharaon d’ar bobl a Israël, pa glaske en em denna diouc’h he sklaverez, a zo eur skeud euz ar pez a ra ann Drouk-Spered da eneou ann dud, pa glaskont terri chadennou ar pec’hed hag en em rei d’ar mad. Ober a ra kement a zo enn he c’halloud evit ho derc’hel enn he sklavach. Dastum a ra en dro d’ezho afferiou diez, poaniou spered, ho flanta a ra, eme Zant Aogustin, e kreiz ar pri hag ar c’holo ; c’houeza a ra enn ho c’haloun difisianz euz a vadelez Doue, hag ar zonjenn fallakr-ma : Bikenn na hellin en em ziluzia euz a douez afferiou ar bed-ma. Ha pa glevont ho fersoun o prezeg d’ezho ann Aviel hag o tiskouez d’ezho hent ar Baradoz, int tentet da lavarout : Kement-se a zo eaz da brezeg, mes hen ober a zo eunn dra all.





PENNAD VI.


Doue a ro kaloun da Voïzes, hag a lavar d’ezhan e teui a-benn euz Pharaon.


1. Doue a lavaraz da Voïzes : Brema e velot petra emaoun o vont da ober da Pharaon ; rak eunn dourn nerzuz a rai d’ezhan lezel bugale Israël da vont kuit, ha dindan eunn dourn pounner e kaso anezho er meaz euz he vro.

2. Ha Doue a gomzaz ouc’h Moïzes o lavarout : Me eo ann Aotrou

3. Am euz en em ziskouezet da Abraham, da Izaak