Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
HISTORIOU SANTEL.



KAN MOIZES.


1. Envou, selaouit ar pez a lavarann ; ra glevo ann douar komzou va ghenou !

2. Ra en emm furmo va c’helennadurez evel ar glao enn ear ; ra gouezo va c’homz evel ar gliz, evel eur glao dous var ar gheod, hag evel ar beradou glao var ar glazennou.

3. Rak mont a rann da veuli hano ann Aotrou, roït gloar d’hon Doue braz.

4. Oberiou Doue a zo parfet, ha kement a ra a zo just ; Doue a zo fidel, n’euz enn-han dislealded ebed, just eo hag eeun e peptra.

5. Pec’hed ho deuz enn he enep, ha ne oant ket he vugale enn ho oberiou mezuz, bez’ez int eur vouenn fall ha direiz.

6. Hag er c’hiz-se e tiskouezit hoc’h anaoudeghez d’ann Aotrou, pobl fol ha diskiant ? Ha ne ket hen eo ho tad, pehini en deuz ho kemeret evit heritach, pehini en deuz ho kreat, pehini en deuz ho krouet.

7. Ho pet sonj euz ann amzer goz, sellit petra zo c’hoarvezet gant ho tadou a rum da rum, goulennit digant ho tad, hag e tisklerio d’ehoc’h, goulennit digant ho tud koz hag e livirint d’ehoc’h.

8. Pa rannaz ann holl-c’halloudek poblou ann douar, pa zispartiaz bugale Adam, e verkaz bete peleac’h e teuje ar boblou, hervez ann niver euz a vugale Israël.

9. Mes loden ann Aotrou a oe he bobl, ha Jakob a oe he lod-heritach.

10. He gavout a reaz enn eur vro didud, enn eul leac’h heuzuz ha gouez a-hed pell tro-var-dro ; hag en