Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
HISTORIOU SANTEL.

deuz he vleniet enn he holl droiou, hag en deuz he ghelennet, hag he ziouallet evel mab he lagad.

11. Evel ann er, o teski nijal d’he eredigou a nij he-unan goustadik a-uz d’ezho, Ann Aotrou en deuz astennet he ziouaskel, ha kemeret he bobl, hag he zoughet var he ziouskoaz, evel ma toug ann er he laboused var he ghein.

12. Ann Aotrou he-unan a zo bet he gabiten, ha ne oa gant-han Doue estren ebed.

13. Hen lekeat en deuz enn eur vro huel, evit dibri frouez ann douar ; evit suna mel diouc’h ar reier, hag eol diouc’h ar c’herrek ar re galetta.

14. Evit dibri aman ar zaout, ha leaz ann danvadezed, gant kik-druz ann ein-vihan, ha meod menez Basan ; kik gheor gant flour guiniz, hag evit eva guin euz ann hini guella.

15. Ar bobl re-garet a zo deuet lard, hag en deuz guinket ; deuet lard, fetis, kofek, en deuz dilezet Doue he grouer, ha troet kein da Zoue he Zalver.

16. Hen hisset ho deuz gant ho Doueou estren, ha gant ho oberou argarzuz ho deuz allumet he vuaneghez.

17. Sakrifiet ho deuz d’ann diaoulou, ha nann da Zoue, sakrifiet ho deuz da zoueou ha na ouient ket petra oant ; dont a eure d’ezho doueou nevez, nevez-digouezet, ha n’ho doa biskoaz adoret ho zadou.

18. Ann Doue en deuz roet d’ehoc’h ar vuez hoc’h euz dilezet, hag ankounac’heat hoc’h euz ann Aotrou en deuz ho krouet.

19. Ann Aotrou en deuz guelet ann traou-ze, hag eo bet eat enn eur goler vraz rak ar re a lekea drouk da vont enn-han, a oa he vipien hag he verc’hed.