Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
HISTORIOU SANTEL.

ha ma ehano ho c’hlemmou em enep, gant aoun na varfent.

11. Ha Moïzes a reaz evel m’en doa gourc’hemen­net ann Aotrou.

12. Mes bugale Israël a lavaraz da Voïzes : Chetu ni eat da netra, maro omp holl.

13. Piou bennag a dosta ouc’h tabernakl ann Aotrou, a varv, ha distrujet e vezimp-ni holl, hep na chomo nikun ?


————


SKLERIDIGHEZ.


Revolt Core, Dathan hag Abiron a hell servichout da skouer d’ar re a c’hoanta en em zevel enep ho mistri, ha na ouzont ket penaoz hen ober ; mes deski a rai ivez d’ezho penaoz e tighemer Doue ar revolutionerien, ispicial pa en em ghemeront ouc’h he iliz.

Core a oa kenderv-gompez da Voïzes ha da Aaron, map bihan da Levi eveld-ho. Kavout a ra d’ezhan en devoa guir ivez var ar veleghiach, hag e koumans dre lakaat en tu gant-han eleiz euz a bennou braz ar bobl. Mont a reaz neuze da gavout Moïzes hag Aaron, hag e lavaraz d’ezho gant rogoni : « Pell avoalc’h so e rit ho mistri var-n-omp, list gant re all d’ho zro ar c’hargou hag ann enoriou hoc’h euz bet bete vrema. Ha ne d-omp-ni ket holl ar memes pobl, ar pobl santel, pobl Doue, perag e vec’h-hu ken ourgouilhuz da zerc’hel ato gan-ehoc’h ann dourn hag ar veli ? »

Dathan hag Abiron a ia pelloc’h ; goab a reont euz Moïzes. « Ia ’vad, emez-ho, hon digaset en deuz enn eur vro gaer, peleac’h ema ar parkou, ar guini, al leaz hag ar mel a bromete d’eomp ? » Chetu aze komzou ar revolutionerien, pa fell d’ezho lakaat ar bobl munud da drei kein d’ho mistri,