Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
HISTORIOU SANTEL.


1. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes, o lavarout :

2. Komzit ouz bugale Israël, ha kemerit digant-ho goaligner, unan dre bep lignez, daouzek goalen digant daouzek prins ar meuriadou, hag e skrivot hano pep prins var he voalen.

3. Mes hano Aaron a vezo var voalen meuriad Levi, hag evelse pep goalen a zougo hano eur prins a bep meuriad.

4. Lakaat a reot ar goaligner e tabernakl ar ghevredighez dirag arc’h ann desteni e peleac’h e komzinn ouz-hoc’h.

5. Ann hini euz ar brinsed am bezo choazet, e vleunio he voalen, hag e trouc’hinn berr da glemmou bugale Israël ha d’ho c’hoziou enn hoc’h enep-hu.

6. Moïzes a gomzaz eta da vugale Israël, hag ann holl brinsed a roaz d’ezhan ho goalinier, unan dre bep meuriad, hag e oe daouzek goalen hep kounta goalen Aaron. (Rak daou vap Joseph, Ephraim ha Manasse ho devoa pep hini he veuriad).

7. Ha Moïzes o veza ho lekeat dirag ann Aotrou e tabernakl ann desteni,

8. O veza distroet enn deiz varlerc’h, e kavaz e doa bleuniet goalen Aaron euz a di Levi ; ar bronz a oa didinvet, ar bleun a oa digoret, ann deliou dispaket, hag ann alamandez a oa skoulmet.

9. Moïzes eta a zigasaz ann holl c’hoaligner euz a zirag an Aotrou da holl vugale Israël, hag e veljont hag e kemerjont pep hini he voalen.

10. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Kasit en-dro goalen Aaron e tabernakl ann desteni, evit ma vezo miret eno evel eur zin euz revolt bugale Israël,