bugale Israël o veza en em daolet da ober, evel d-ho, e leverjon : Piou a roï d’eomp kik da zibri ?
5. Sonj hon euz euz ar pesked a zebremp enn Ejipt evit netra ; ar c’hokombr, ar sukrined, ar pour, ann ouignon hag ar c’hignen a zeu bepred enn hor spered.
6. Hor c’haloun a zizec’h ; hon daoulagad na velont netra ken nemet ar mann.
7. Hoghen ar mann a oa evel greun koriandren, ha liou bdellium d’ezhan.
8. Ar bobl a iee d’he glask tro var dro d’ar c’hamp ; ha pa ho divije he zastumet, e flastrent anezhan gant ar vilin vreac’h, pe he bilent enn eur c’houmik mean ; neuze hen lekeant da boaza enn eur pod-houarn, hag e reent gant-han torzouigou ha ho devoa blaz mad ar bara meret gant eol.
9. Pa goueze ar gliz d’ann noz var ar c’hamp, e koueze ivez ar mann.
10. Moïzes eta a glevaz ar bobl o ouela enn tiadou tud, peb unan var doull dor he delt. Hag ann Aotrou a ieaz eunn drouk braz enn han ; Moïzes he-unan a gave kement-se eunn dra ha ha na helleur ket da c’houzanv.
11. Hag e lavaraz d’ann Aotrou : Perag hoc’h eus-hu roet ar rann-galounn-ze d’ho servicher ? Perag ne gavan-me ket trugarez diraz-hoc’h ? Ha perag hoc’h eus-hu lekeat var-n-oun ann holl bobl-ma evel eur zamm.
12. Ha concevet am eus-me ann holl bobl-ma, pe he enghehentet, evit ma leverot d’in : Doughit-ho var boull ho kaloun, evel ma kustum eur vagherez doughen he c’hrouadurik, ha kasit-ho d’ar vro am euz touet d’ho zadou koz e rojen d’ezho.
13. A-beleac’h am bezo-me kik da rei da ghement